Ana a Laoulan - Moc'h gouez,sivi, kan ha dañs
Ola ! Peneost e ya an traoù geneoc’h hiriv Martine ? Gwell da ma soñj ! Arlec’h tiommder ar sizhun baset eo bet fresk ar week-end. Avel ha glav àr an dro. Hag hiriv emañ brav ha klouar an amzer. Sur a-walh eh oc’h e lakaat ho potou. Prest eo ho pelo ba ar c’hardi. Gozig prest da vont da blasenn an ti ker d’ar marc’had èl pep lun ba Ploe. Gorteit un tammig ! Arriv eo eur ho abadenn Kreiz Mintin muian karet. C’hwi yay pa vo achiv ! Oet on da anrejistriñ ur vaouez hag a vez anavet mat geneoc’h bermañ. Ana a Laoulan. Ni beus kaojet hon daou
àg ar c’han, ar c’horal ba ar Gemene, an dañs, ar loened gouez hag ar sivi ha traoù-rell
ba fin an abadenn e vo klevet ur gontadenn kontet get un den da Garnasenn, Pier Bakon.
Ale ! EL kustum martine ! Kit d’ho veranda, Digorit an nor eit non pas bout diranjet get ar c’hazh. Tosteit d’ar post. Arriv eo termen an abadenn Kreiz Mintin. Un abadenn Radio Bro Gwened ba berton ar vro get tud ar vro eit razh an dud.
Muzik :
Ma Mamm Gaer
Boubacar Traore - Je chanterai
Denise Le Noay - O Laoulan
Angine de Poitrine - Fabienk Later
Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel